Donemat àr lec’hienn ofisiel Morwenn Le Normand !


E 2012 he deus kroget Morwenn Le Normand da ganiñ a-vicher get Dan Ar Braz da-geñver e droiad « Célébration ». Kaniñ a rae ar sonenn a zo anvet èl-se àr albom Dan.

Goude bout tapet skiant-prenet ha bout kejet get ur bochad tud e oa arru poent dezhi gober un ehan.


DSC_0029_morwenn_ronan_libre_de_droitsAsambl get Ronan Pinc, paotr ar swing ha paotr ar sonerezh hengounel àr-un-dro, e krog Morwenn da sevel tonioù ha testennoù.

Sevel a raont un daouad dibar, èlte, hag e faot dezhe ma vo leun a fent hag a vegon o sonerezh, ha leun a fromoù àr-un-dro.


chat jobig 2Skolaerez eo bet Morwenn, ha tro he deus bremañ da vonet d’ar skolioù arre get ar formulenn nevez a zo bet savet geti. Asambl get ar gitarour Roland Conq e vez laket ar re vihan da dañvaat ar sonerezh hengounel, get gerioù simpl ha sklaer.


youn

Get he amezeg ha mignon Youn Kamm ha bagad penn ar bed e kan Morwenn en ur bed « rokoc’h » (Gouel an Erer Kozh 2016, Festival Etrekeltek an Oriant 2016, ha re arall…) !


logo-sonamEn distro-skol 2016 e krog Morwenn da labourat er Skol Sonerezh Sonam’ evit gober àr-dro un atalier kan bourrapl e Lokmikaelig.