Chanteuse
Evit an distro-skol 2018, get skol sonerezh Sonam’ ha kevredigezh Son Ar Leurenn, 2 stal a vo get Morwenn Le Normand:
-Stal kan hengounel (pep meurzh da 7eur) : Kinniget’vo sonennoù da zañsal, da respont. Ar pal’vo da ouiet sonennoù a bep seurt evit respont en ur pred kanet da skouer, anavout sonennoù ag ar c’horn evit respont d’ar ganerion ar vro. Kanet ‘vo er festoù-nozaozet get Sonam ha get Son Ar Leurenn (Fest noz Nedeleg, fest-noz Beltan, fest-noz ar stajoù etc…)
-Stal kan liesmouezh (nevez e 2018, ur meurzh àr daou da 8h30): Kaniñ e yezhoù arall, mont tostoc’h ag a sevenadur ar bed. Deskiñ un nebeut teknikoù ar liesmouezh evit sevel ar strollad liesmouezh ar festival Beltan, mat eo ivez! Evit ar stal-mañ, kanet’vo e yezhoù « minorelaet » get sonennoù a vro Gorsika, e oksitaneg, euskareg, brezhoneg, slovakek hag arall… Tonioù, sonioù ha yezhoù a beb seurt evit kaout plijadur!