Un arvest 40 min e brezhoneg penn-da-benn (2-7 vlez) pe en ur mod divyezhek evit dizoloiñ ar yezh. Sonadeg evit lec’hioù bihan evit chom tost ag ar re vihan.
Buhez al loened… Pebezh buhez, n’eo ket ?Gant arvest « Loened fur ha foll » e vo kinniget dre gitar Roland Conq ha kan Morwenn Le Normand buhez pemdeziek « Job an Tog », ar c’hog.E porzh ar yar, lusk an devezh a ya fonnapl ! Dihunet an holl loened gant ar c’hog ha tout al loened d’ar skol ‘vo ganeomp… Siwazh, n’eo ket ken fur ar c’hazh Nikolaz, chom a ra er gêr gant e vatezh oc’h ober « Dañs ar peudi-peudé » en ur c’hortoz ar re all.E fin an devezh… ken skuizh omp ! Da gousket neuze ! … Met gortozit…. klevet ‘peus dija roc’h dous al loened?
tresadennoù : Virginie Grosos
Arvest evit ar re vrasañ (betek 11 vlez) – pevarad
Arvest e brezhoneg penn da benn pe en ur mod divyezhek evit dizoloiñ ar yezh. Sonadeg farsus ha etreoberiat ha kehentiñ evit ar re vrasañ.
Pedet eo bet Willy Pichard (binvioù a lies seurt ) met ivez Dina Rakotomanga (Gourvioloñs & kan) evit sonadegoù leun a startijenn ha begon!
albom kentañ embannet e ti Coop Breizh e mae 2017.
Evit programmiñ an arvest ema ret monet e darempred get :