Youn Kamm & Bagad Penn ar Bed

 

Sonour trompilh, binioù ha flaouit eo Youn Kamm, ha kaniñ a ra ivez. Àr-lerc’h bout sonet en ur bochad festoù-noz e-pad triwec’h vlez ha bout foetet bro asambl get Ibrahim Maalouf (troiadoù « Diagnostic » hag « Illusions ») pe Erik Marchand (Kreiz Breizh Akademy #3), en deus divizet paotr ar Vro sevel e skipailhad dezhoñ evit krogiñ get ur veaj hag a vo hir ha leun a fromoù.

Gwriziennet eo sonerezh Youn Kamm e aodoù morlenn an Oriant, a zo ur porzh-mor digor àr ar bed. Setu perak e vez mesket getoñ sonioù daet a bell ha begon ar rok, evit reiñ d’an hengoun ur blaz nevez.
Nend eo ket klichedoù a vez laket àr-wel get e sonerezh, met kentoc’h an treuzkas ha birvilh ar bed a-vremañ.
Mesket e vez get ar strollad pouez-mouezh brezhoneg Bro-Gwened ha tonioù hir ha flour kerklouz ‘el prantadoù leun a vegon. Ha Bagad Penn ar Bed a gas nerzh-bras d’an orkestradur.


Get :
Youn Kamm : trompilh, flaouit, binioù-kozh, kan
Morwenn Le Normand : kan
Ollivier Guénégo : klavieroù
Yann Le Gall : gitar
Etienne Callac : gitar-boud
Yvon Molard : taboulinoù
Bagad Penn ar Bed : 13 sonour (binioù-bras ha bombard)

unnamed (1)Pladenn daet er-maez e miz Genver 2016 – skignet get Coop Breizh
Priz ar Juri 2016 « Grand Prix du Disque Produit en Bretagne »

Evit programmiñ ur sonadeg ema ret monet e darempred get : Frédéric Le Floch – L’Usinerie Production – www.lusinerie.com