Un arvest sonerezh ma vez laket an dud da gemer perzh ennoñ, hag a bad 45 min. E galleg ema, ha desket e vez un nebeud gerioù brezhonek d’ar re vihan ha d’ar re vras.
A-viskoazh eh eus bet kontet e Breizh istoerioù ha sorc’hiennoù a-ziàr noz an Nedeleg… E-pad kantvedoù, hrevez ma lârer, ne grede ket an Tad Nedeleg donet dre-mañ ! Perak ‘ta ? An avel. Aon-bras en doa ag an avel…
Anat deoc’h neuze… Hep Tad Nedeleg… Prof ebet !
Pa oa daet ar mare, e kroge ar vugale da ganiñ a di da di, er c’hêriadennoù, ar sonenn-mañ : « Kanomp Nouel e-penn an ti, per pe avaloù, pe arc’hant ha ni ’vo kountant… Chantons Noël pour une pomme, pour une poire, pour un petit coup de cidre à boire » hag e veze raet dezhe ur berenn, pe un aval, pe un nebeud traoù lipous…
An istoer-mañ eo an heni a faotehe da v/Morwenn ha Roland kontiñ deoc’h, met penn-ahel an Norzh en deus divizet o lakat diaes a-benn ma ne vo ket lâret ar wirionez d’ar vugale !
An Tad Nedeleg, a zo ur paotr fin, a vo ret dezhoñ pellgomz meur a wezh evit prouiñ e oui komz… brezhoneg !
Evit programmiñ an arvest ema ret monet e darempred get : Son Ar Leurenn– sonarleurenn@gmail.com