Morwenn Le Normand & Ronan Pinc

AN ARVEST « Vañjet ‘vo Mari-Louiz »

Mari-Louiz ne c’hell ket mui añdur ! Gwallgaset er sonennoù a-c’houde pell amzer, bet lies doganet, mezvet, treuzwisket, skoet, ha lazhet gwezhavez… Tawalc’h a draoù bremañ !…Setu laket en he fenn en em vañjiñ ag ar wazed « c’hoari e pep ti », ar wazed kleiz bambocherion, ha beviñ en-dro… Daomp de’i bremañ ! bevet ar vuhez ha bevet ar frankiz ! Nijit brozhioù, troit seulioù, tarzhit bontoù… ‘d eus ket mui a harz get hor Mari-Louiz, aet eo da dañvaat plijadurioù ar vuhez, hep ankouaat lâret o fegement d’ar re o deus meritet !… Morwenn ha Ronan a gontay deoc’h get fent, e-korf o arvest sonerezh, istoer troioù-kaer ha foll ar Mari-Louiz nevez-se…

FEST-NOZ « Bourrabl ‘vo get Mari-Louiz ! »

♪ « Chomet eo Mari-Louiz, klañv-bras àr he gwele…. » ♫, un ton brudet-bras (laridenn 8 talm) kanet e Breizh a-bezh, hag a gont buhez drist Mari-Louiz…

Reizh eo neuze e faot dezhi en em vañjiñ hag ho lakat da zañsal àr donioù a bep sort ha leun a vegon… betek ho lakat da vout « beltanet »* get an dañs !

* Beltan (anv hag anv-gwan) : gouel kelt hengounel, graet evit lidiñ – tro deiz kentañ miz Mae – distro an deizioù sklaer, an nevez-amzer… Hag ivez ar jol é sevel, ar broñsoù é tigor… Soñjoù a-ziàr ar garantez, an tommzer, ar flourikadennoù…
…Traoù hag a dro e penn hor Mari-Louiz beltan, a-dra-sur !

logo son ar leurenn

Pladenn daet er-maez e miz Mezheven 2016 – gwerzhet dre lizher get Son Ar Leurenn hag e stalioù zo e Breizh, pe amañ : http://morwennlenormand.sonam.bzh/discographie/

Evit programmiñ ur sonadeg ema ret monet e darempred get : Son Ar Leurenn –  sonarleurenn@gmail.com